Harlu Babilon pe Bac'hadeg Babilon eo ar mare en istor ar Yuzevien ma oa bet tapet un toullad tud eus rouantelezh Yehouda da vezañ bac'het e Babilon goude ma oa bet aloubet ar vro gant Nabukodonosor. Goude emgann Karkemich e 605 a-raok hon mare e voe lakaet seziz war Jeruzalem gant Nabukodonosor a-raok rediañ ar roue Yehoyakim da baeañ truaj bep bloaz. Nac'het e voe gantañ paeañ an truaj goude ur pennad ha taget e voe Jeruzalem adarre betek marv ar roue ha prizoniet e voe ar roue nevez Yehoyac'hin e Babilon. Ar roue da heul, Zedekias, a gendalc'has da labourat a-enep Babilon hag abalamour d'an dra-se e voe distrujet Jeruzalem, he Zempl hag harluet darn eus annezidi Rouantelezh Yehouda e 586 a-raok hon mare.
Pa gouezhas Babilon dindan beli Kirus II, roue ar Bersed, e 539 a-raok hon mare e voe leusket ar Yuzevien da zistreiñ da vro Yehouda ha da sevel un Eil Templ. Ul levezon bras meurbet en deus bet ar mare-se war diorren ar Yuzevegezh, e-keñver an doueoniezh met ivez war skrivañ ar Bibl.
Disemglev zo etre an istorourien diwar-benn pegen niverus e oa an dud harluet ha pegement a oa chomet er vro : tra ma embann an Tanac'h e oa harluet ar bobl a-bezh, pe dost, ez eus bet kavet roudoù a brou e oa chomet da vihanañ ar beizanted er vro hervez an arkeologourien. Er memes doare, distro an harluidi a c'hoarvezas tamm-ha-tamm kentoc'h eget en un taol hepken. Ouzhpenn-se e oa chomet kalzig a harluidi e Babilon ha diwarno e teu Yuzevien Irak.